"YA" chronique "De Rive en rêve"
Abaoe 32 vloaz e kan Thierry Gahinet, ha koulskoude n'eo ket kaner a-vicher. Gallet en dije, marteze. Meur a bladenn en deus enrollet. Ha setu amañ an hini diwezhañ, unan sklaer e pep keñver. Sklaer ar vouezh, dous ha sioul. Sklaer ar binvioù a ya da heul ivez : gitar, akordeoñs, fleüt... Ur plas brav a vez graet d'ar re-mañ. Setu amañ sonerezh trankil, graet evit bezañ selaouet, e-lec'h m'o deus ar pozioù un dalvoudegezh a-bouez hag a ro c'hoant deomp kanañ, ni ivez, d'o heul. Da heul Thierry Gahinet e c'hellomp mont, war lusk e skeudennoù, e breder, e soñjoù. En em gavout a reomp e Breizh, e Kemper war ar menez Fruji pe e bro-Wened, a-hed ar Blavezh, hag ivez war bord ar mor, war ar porzhioù, war ar bigi evit loc'hañ war-zu broioù all. Ar bigi, ar mor, ul liamm etre amañ hag ar brioù pell, hag ar gevredigezh etrevroadel.
(YA est un hebdomadaire breton)